• 13 01 2021

    keleier 8e30 vintin

    Épisode de l’émission BR : Keleier ar Vro

    Ul lodenn vihan deus ar studierien a vo degemeret er Skolioù-Meur en dro

    Gant Catherine Konan, kelennerez-enklaskerezh e rann Saozneg ar Skol-Veur lizhiri e Brest. Un atersadenn gant Erwan Blanchard.

    selaouit ar pennad-kaoz (http://www.radiobreizh.bzh/fr/episode.php?epid=37740)

    Manifestet vo a-benn disul e tal an enez Berder

    Gant Jean-Christophe Kordailhat, ezel deus ar strollad politikel UDB er Mor-bihan. Un atersadenn gant Yuna Kojan.

    selaouit ar pennad-kaoz (http://www.radiobreizh.bzh/fr/episode.php?epid=37741)

    Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn :

    Marteze e vo ledanaet ar c'heulfe da 6e d'ar vro en he fezh.

    Ur seminar gant an holl Vinistre-zed ha Sekretoure-zed-Stad a vo dalc'het hiriv, a-benn divizout deus politikerezh er bloavezh 2021

    Ne vo ket ruz ar c'hig-moc'h ken adalek ar bloavezh 2025, ma vez difennet implij an nitrit er charkuterezh.

    Ur goulennaoueg war ar c'hanab da ziduiñ a zo bet lakaet en linenn hiriv gant ur vision titouriñ ar Parlamant.

    Goulenn a raio Kentañ-Ministr Iwerzhon digarez, evit an 9 000 krouadur marvet etre 1922 ha 1998, en tier katolek da zegemer ar mammoù o-unan.

    Abadenn :

    Source  BR :http://www.radiobreizh.bzh/bzh/episode.php?epid=37742